Deskiñ ha Komz Brezhoneg

logo

Kentel Brezhoneg - Hañv 2024 [4/4]

Le verbe Gouzout - Les Interrogatives - Kentel 4 OULPAN 3


Kentel 4 Oulpan3

a : Arouezet out, paour-kaezh den !

b : Ya, goût 'ran... Klañv-ki 'vên gant ar pollen.

a : Ar wezh kentañ eo din da welet unan tapet ken fall.

b : Goût 'rez hag-eñ zo un apotikerezh digor war-dro ?

a : Dleout 'ra bezañ unan, met 'oaran ket p'lec'h siwazh.

b : N'hallin ket padout pell hep louzoù...

a : Gortoz 'raok mervel, 'h an da delefoniñ d'ur glañvdiourez a anavan mat, honnezh 'vo gouest da zitourañ 'hanomp.


a : Arouezet out, paour-kaezh den !

b : Ya, gouzout a ran... Klañv-ki e vezañ gant ar bleuñvsper.

a : Ar wezh kentañ eo din da welet unan tapet ken fall.

b : Gouzout a rez hag-eñ ez eus un apotikerezh digor war-dro ?

a : Dleout a ra bezañ unan, met n'ouzon ket pelec'h siwazh.

b : Ne c'hallin ket padout pell hep louzoù...

a : Gortoz a-raok mervel, ez an da bellgomz d'ur glañvdiourez a anavan mat, honnezh a vo gouest da zitourañ ac'hanomp.

Lakaeet e Galleg

a : Tu es très enrhumé mon pauvre !

b : Oui je sais, je suis très malade avec le pollen.

a : C'est la première fois que je vois quelqu'un si mal en point.

b : Sais-tu s'il y a une pharmacie ouverte dans le coin ?

a : Il doit y en avoir une, mais je ne sais pas où hélas.

b : Je ne peux pas rester longtemps sans médicament...

a : Attends avant de mourir, je vais téléphoner à une infirmière que je connais bien, celle-là sera capable de nous renseigner.

• Geriaoueg Oulpan3 Kentel 4.

Gouzout➣ savoir

Goût➣ savoir

Risklus➣ risqué

Kriz➣ cruel

Hag-eñ➣ si

Banker➣ banquier

Arouezet➣ très enrhumé

Paour-kaezh den➣ mon pauvre !

Klañv-ki➣ très malade

Pollen➣ pollen (du)

Bleuñvsper➣ pollen

Kentañ➣ premier

Apotikerezh➣ pharmacie

Digor➣ ouvert

War-dro➣ dans les alentours

Padout➣ durer, résister, tenir

Klañvdiourez°➣ infirmière

Ditourañ➣ renseigner

 • Ar Verb GOUZOUT / Goût (savoir) - gouezet (p.p. su)

Présent Dialectal Futur Dialectal Imparfait Dialectal
'Ouzon 'Oaran 'Ouezin 'Oarin 'Ouien 'Oaren
'Ouzout 'Oarez 'Ouezi 'Oari 'Ouies 'Oares
'Oar 'Oara 'Ouezo 'Oaro 'Ouie 'Oare
'Ouzomp 'Oaromp 'Ouezimp 'Oarfomp 'Ouiemp 'Oaremp
'Ouzoc'h 'Oarit 'Ouezoc'h 'Oarfet 'Ouiec'h 'Oarec'h
'Ouzont 'Oaront 'Ouezint 'Oarfont 'Ouient 'Oarent

 • Kentel 4 Oulpan3 Adlavaret


Adlavaret pajenn 31

1. ne oaran ket pegeit e chomin.

   ne oarez ket pegeit e chomi.

   ne oar ket pegeit e chomo.


3. Goût a rit hag-eñ e teuy ?

   Goût a rit hag-eñ e komzo ?

   Goût a rit hag-eñ e skrivo ?


5. Hennezh a oar kanañ.

   Hennezh a oare kanañ.

   Hennezh a oaro kanañ.

2. Goût a ran eo gwir.

   Goût a ran eo risklus.

   Goût a ran eo kriz.


4. Ma gwaz a oar un dra bennak.

   Ma gwreg a oar un dra bennak.

   Ma banker a oar un dra bennak.


 

 

 

• Lakaat e brezhonneg - Lakaat e galleg

1• Savez-vous si la porte est ouverte ?➣ Gouzout a rit hag-eñ eo digor an nor ?

2• Je sais qu'elle aimera.➣ Gouzout a ran e plijo dezhi.

3• Il est sûr que je sais où nous sommes.➣ Sur eo ouzon pelec'h emaomp.

4• Nous ne savions pas si tu étais prêt.➣ Ne ouiemp ket hag-eñ e oas prest.

5• Qui saura nous aider ?➣ Piv a ouezo sikour ac'hanomp ?

• C'hoari Diñsoù - p35/p36 OULPAN 3

 

C'hoari Diñsoù p35 C'hoari Diñsoù p35
Galleg Brezhoneg
1  Je ne sais pas si je les verrai demain. N'ouzon ket hag-eñ e vin anezho warc'hoaz.
2  Savez-vous où se trouve la chemise que j'ai achetée hier ? (Daoust ha) Gouzout a rit pelec'h emañ ar roched am boa prenet dec'h ?
3  Nous savons que vous avez travaillé tard. Gouzout a reomp hoc'h eus labouret diwezhat.
4  Sais-tu où il y a moyen d'acheter un requin ? Gouzout a rez pelec'h zo moaien da brenañ ur rinkin
6  Je sais qu'elle aime les diamants. Me a oar e plij dezhi an diamantoù.
7  Nous voulions savoir s'il était prêt. C'hoant hon doa gouzout hag-eñ e oa prest
8  Elle ne sait pas comment faire la sauce. (Hi) Ne oar ket penaos ober an hilienn.
10 Comment dit-on "oui" en Swahili ? Je ne sais pas. Penaos e vez lavaret "ya" e Swahili ? n'ouzon ket
11 Je connais quelqu'un qui sait compter jusqu'à soixante-quinze. Anavezout a ran unan hag a oar kontañ betek pemzek ha tri-ugent
12 C'est la première fois que nous entendons quelqu'un plaisanter. Ar wech kentañ eo e klever (klevomp) unan bennak o farsal.
13 Il est temps qu'ils sachent la vérité. Poent eo dezho gouzout ar wirionez.
14 Vous croyez qu'elle sait quelque chose ? Daoust da gredit he'oar un dra bennak ?
15 Nous ne savons pas combien de temps nous resterons la-bas. N'ouzomp ket pegeit e chomimp eno.
16 Nous avions l'intention de vous écrire. Soñj hor boa da skrivañ deoc'h.
18 Ils ne savent pas s'ils seront là le 22 janvier. N'ouzont ket hag-eñ e vint aze d'an 22 a viz Genver.
19 Comment as-tu su que j'étais là ? On m'avait renseigné. Penaos ez eus gouezet e oan aze ? Me oan bet ditouret.
20 Elle ressemblait à une infirmière. Heñvel e oa ouzh ur glañvdiourez.

 

C'hoari Diñsoù p36 C'hoari Diñsoù p36
Brezhoneg Galleg
1  Te zo ur paour-kaezh inosant. Me a oar mat. Tu n'es qu'un pauvre innocent ! je le sais bien.
2  Goût a rit hag-eñ e vo klevet fenoz ? Sais-tu si on l'entendra ce soir ?
3  Ne ouiemp ket e oac'h o vont da erruout. Nous ne savions pas que vous alliez arriver.
4  Goût a rez hag-eñ e vi er vro d'an 29 a viz Meurzh ? Sais-tu s'il sera au pays le 29 Mars ?
6  Piv a oar pelec'h emañ ma gwreg ? Qui sait où est ma femme ?
7  Me a gar anezhi. Goût a ran, ne baouezez ket da lâret din. Je t'aime ! Je sais, tu ne cesses de me le dire.
8  Ni a gav mat kranked. Nous aimons bien le crabe ???
10 Hennezh a dle goût pelec'h zo moaien da brenañ dilhad tomm. Celui-là doit savoir où il y a moyen d'acheter des vêtements chauds.
11 N'eo ket sur e ouezo penaos ober. C'est pas sur qu'ils sachent comment faire.
12 N'o deus gouezet netra. Ils n'ont rien su.
13 A-wezhioù em bez c'hoant da c'hoût. Parfois j'ai envie de savoir.
14 N'ouzomp ket gwall vat perak en deus graet se. Nous ne savons pas bien pourquoi il a fait ça.
15 Piv a oa o skoac'han dindan ma zaol akajou ? Qui se cachait sous ma table d'acajou.
16 An hini a ouie saozneg en doa chañs. Celui qui savait l'anglais avait de la chance.
18 Goût a ra muioc'h a draoù evidon. Il sait plus de choses que moi.
19 Perak ne faot ket dit sellet ouzh ar glañvdiourez ? Pourquoi tu ne veux pas regarder l'infirmière ?
20 Truez o doa ouzh an dud na ouient netra. Ils avaient pitié des gens qui ne savaient rien.